Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|fr|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Evezhiadennoù

Kerlenn Sten Kidna An Alre 2009-12-24 16:32:04

Ur pennad a-ziàr Nedeleg >> Christian

Trugarez vras, Daniel, evit ar prof Nedeleg se ! Nedeleg laouen ! CLM

A ! Lenn... 2009-12-21 16:54:34

War sikour Eleonor, Yann-Fañch Jacq (2009) >> bran

Kalz plijetoc'h e oan bet gant "troioù-kaer ma foltreder"... Ne lâran ket eo fall hemañ, dispar em eus kavet ar mennozh diazez zoken, met evit unan sod gant c'hoarioù video eveldon (ne soñj ket din bezañ feuls koulskoude) ez eo un tamm skañv ha manikean, dreist-holl an dibenn. Un doare "moral" a zo, o lakaat ar c'hoarioù video da gablus evit pep kudenn feulster (eus ar c'hizh kennañ, Nadine Morano a ra ar memes tra!) a gavan hegasus. Met plijout a raio d'ar vugale (ha mat eo) na welfont ken dre ret ar mennozh se e-barzh!

A ! Lenn... 2009-12-21 16:50:52

Kest, Kristian Ar Bras (2009) >> bran

Ar pezh em eus kavet me iskis en darempred revel (a lak an holl da gomz!) a zo ne seblantont implijout goloenn-vir ebet. Iskis awalc'h evit un darempred etre daou den yaouank e 2008. Setu tout ar pezh en deus spontet me ac'hanon en afer! Arabat krediñ n'hall ket ar re yaouank lenn seurt traoù. E pevare klas an hini e vez studiet perzhioù reizhel mab-den e skiantoù an natur, ha d'am meno an holl reoù yaouank 12 vloaz pe ouzhpenn o deus gwelet traoù gwashoc'h er skinwell dija! Ul lodenn eus ar vuhez eo, arabat klask e guzhat d'ar grennarded, n'int ket sod! Dispar em eus kavet al levr mod all, eveldoc'h (aon un tammig rak ar penn-kentañ marteze, anzav a ran ne oan ket entanet gant un istor ouzhpenn diwar-benn an eil brezel bed e Breizh...) dreist-holl ar prantadoù e Berlin, diskrivañ a ra mat-tre aergelc'h dibar ar gêr se. Ar fin 'm eus kavet gwannoc'h ivez, zoken m'on tost awalc'h eus oad an haroz ;) Eus pezh a sell ar votadeg, gwelet e vo, met n'eus nemet hini Yann Gerven hag an danevelloù merc'hed "a-enep" da levr Kristian ar Bras, e-keñver kalite met ivez e-keñver pezh a blijo d'ar muiañ niver e vefen techet da soñjal ec'h aio ar maout gant Kest... N'eo ket an istorioù skañvañ a c'hounez ar priz dre vras (zoken m'eo kentoc'h reoù faltazi gant gwad!)...

GitarheaveN 2009-12-17 15:58:29

Kurt Cobain >> smk

Привет. Я гитарист и меня интересует один вопрос. Кто слышал про Custom Shop Guitars & Basses Mayones. Гитары Mayones от польской компании! Скажите пожалуйста свое мнение! Спасибо!

A ! Lenn... 2009-12-16 18:16:43

Kest, Kristian Ar Bras (2009) >> Pevarlagad

Ma, ne ouezan ket, marteze n'eo bet kinniget nemet d'al liseidi. Souezhus e vije peogwir n'eus rummad ebet evito nemetken... Domaj eo, peogwir eo ul levr dreist, ha kazi sur ne vo ket votet evitañ dre ma vo kavet re ziaes.

A ! Lenn... 2009-12-16 17:57:00

Kest, Kristian Ar Bras (2009) >> KarregWenn

Pa 'm boa lennet al levr (an divankadennoù zo bet graet ganin) em boa lavaret e vefe da lakaat e rummad al liseidi... D'am soñj e vo ken diaes all da skolidi 12/13 vloaz kompren takenn eus kudennoù an darempredoù alamanted/Bretoned/emsav/rezistañs...pa ouier pegen diaes eo dija da dud deuet kompren ar maread istor-se ! Ur gentel istor (ha denelezh) a-zoare eo, met ret eo dibab ar "public" !

A ! Lenn... 2009-12-16 13:02:03

Kest, Kristian Ar Bras (2009) >> Pevarlagad

Ne lavaran ket eo ur gudenn, met ar pep brasañ eus ar vugale a voto evit ar rummad-se zo e 4vare-trede klas a gav din. Ar re yaouankañ zo 12 vloaz bennak. Me vije bet lakaet diaes o kinnig se da lod eus va skolidi pevare, memes da lenn er gêr. Met kavout a ran mat tre al levr e mod-se, arabat cheñch tra pe dra ! Un afer renkañ n'eo ken.

A ! Lenn... 2009-12-16 12:32:10

Kest, Kristian Ar Bras (2009) >> KarregWenn

A-du-krenn ganit, emañ ar romant-se kalz en tu all d'ar pezh a gaver peurliesañ e rummadoù Priz ar Yaouankiz. En ur mod n'eo ket falloc'h se an degouezh...ma sach ar skrivagnerien all da glask en dazont uhelaat live o romantoù evit ar re yaouank. Gwir eo ivez e kaver ennañ ur preder a vefe talvoudus da veur a lenner "koshoc'h". Evit "ar senennoù karantez", gouzout a ran ez eus bet tabut diwar o fenn, ne gomprenan ket re perak. Evel ma lavarez int lec'hiet mat hag abeget. Ouzhpenn-se, ha daoust d'o ferzhioù revel, ez int leun a garantez wirion. Forzh penaos n'eo ket d'am meno ul levr da vezañ lennet gant bugale abalamour d'ar preder ha d'ar ouiziegezh ret war an istor, ha gant se, ma lakaomp ez eo ul levr evit liseidi, ne welan ket pelec'h emañ ar gudenn.

A ! Lenn... 2009-12-14 17:15:41

War sikour Eleonor, Yann-Fañch Jacq (2009) >> Pevarlagad

Re wir, difaziañ a ran eta. Trugarez !

A ! Lenn... 2009-12-14 17:12:19

War sikour Eleonor, Yann-Fañch Jacq (2009) >> MICHAEL

E " priz ar yaouankiz 2010 " eo al levr-mañ, ket 2009; hogen embannet e Here 2009, confusingly enough !

A ! Lenn... 2009-12-12 21:24:13

Maen Rannou, Yann Gerven (2009) >> Roparz

Ya, dipitus-tre em eus kavet anezhañ. Ne c'hoarvez ket kalz traoù dedennus, e-giz m'ho peus lavaret e santer an diouer a ijin, gant div lodenn e vije bet pell trawalc'h. Ur gudenn all a sav : levrioù Priz ar yaouankiz a vez kinniget da yaouankiz ar vro a zo o teskiñ brezhoneg, ha Yann Gerven a skriv evel ma kar (mad/mat, teir blac'h, hag all), da lavaret eo ez eo ur skouer fall. Piv a gredfe skrivañ galleg, saozneg pe forzh pe yezh all diouzh e c'hoant?

A ! Lenn... 2009-12-12 09:28:04

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009) >> Pevarlagad

:-( Ne vo ket kalz tra moarvat, klevet 'meus e veze operet digudenn gant disoc'hoù mat bremañ. Ar wezh a zeu e sellin e pep kolonenn neuze ! Trugarez.

A ! Lenn... 2009-12-11 22:34:10

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009) >> MICHAEL

Gwir eo, n'eo ket aes da gavout: Al levriou' nevez all zo dindan " Priz ar yaouankiz 2010 ". Hogen al levr-mañ zo an hini nevez UNAN evit 2010 dindan " evit ar re grenn ". Pevar levr nevez zo dindan " Priz ar vugale 2010 " ha 4 nevez dindan " evit ar re vihan" Hogen mann ebed dindan " evit ar re vras ". Marteze hoc'h anv e vefe bet " c'hwec'hlagad ". Pevar n'int ket a-walc'h. An hevelep e vo evidon: Ar medesin a lavare din d'an Dilun-mañ ar c'h-glaucoma zo ganin.

A ! Lenn... 2009-12-11 21:12:56

Ar c'hraken, Jakez-Erwan Mouton (2009) >> MICHAEL

http://www.amazon.co.uk/Kraken-Wakes-John-Wyndham/dp/0140010750/ref=sr_1_2?ie=UTF8&s=books&qid=1260561880&sr=1-2 ( Ul liamm war Amazon.co.uk evit al levr-mañ. ) [ Ul linenn hepken ] http://www.amazon.fr/Kraken-Wakes-John-Wyndham/dp/0140010750/ref=sr_1_1?ie=UTF8&qid=1260562061&sr=8-1 ( Hag.. war Amazon.fr ) [ Ul linenn hepken, ivez ]

A ! Lenn... 2009-12-11 20:59:37

Ar c'hraken, Jakez-Erwan Mouton (2009) >> Pevarlagad

N'anavezan ket hennezh ; soñjal a raen e l'Atlantide gant Pierre Benoît hag en ur bern traoù all, bannoù treset, istorioù skiant-faltazi evit ar re yaouank 'm eus lennet, ha disoñjet o anvioù war-lerc'h...

A ! Lenn... 2009-12-11 19:25:57

Ar c'hraken, Jakez-Erwan Mouton (2009) >> MICHAEL

" N'eo ket nevez an tem..." Hag-eñ e vefe unan " The Kraken wakes " ( ar C'hraken dihun ) gant John Wyndham? Al levr-mañ, kentañ skrivet e Saozneg, zo ganin.

yann armerzhour 2009-12-08 09:22:57

Pariz Vras o vont da "gêr-ved" >> Ólöf

Gourc'hemennoù, Yann, dedennus-kenañ ivez ar blog-se n'em boa ket gwelet a-raok. Dimezet on-me gant un armerzhour ha ne lenn ket eñ brezhoneg, siwazh dezhañ! Hetiñ a ran deoc'h un Azvent plijus! Ken ur wech all, neuze.

A ! Lenn... 2009-12-08 07:52:01

Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009) >> Pevarlagad

Pa vez graet anv eus Abeozen, n'eo ket ar Mabinogion a zeu diouzhtu war va spered, met Pirc'hirin Kala-Goañv pe Argantael, da lavaret eo traoù ijinet gantañ e-unan. N'em eus ket soñj e vijent diaes da lenn ha kavout a ra din eo par an hini gentañ da Geotenn ar Werc'hez. N'em boa ket merzet e oa nebeutoc'h anavezet eget Jakez Riou avat.

A ! Lenn... 2009-12-07 23:41:32

Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009) >> Yann

Gant ar ar seurt tabut, ret vo din ober un tañva da romantoù Mikael Madeg :-) Ur pennadig 'm eus bet lennet digantañ e Brud Nevez (N97) diwar-benn Abeozen. "Ar gwella skrivagner leonad" emezañ. Souezhet an tamm ac'hanon pa 'm eus kement a boan o lenn ar Mabinogion, a rae Jakez Riou goap outañ. Dipitet eo Madeg ivez n'eo ket ken brudet Abeozen ha Jakez Riou, Youenn Drezen ha skrivagnerien all Gwalarn. En abeg d'e venoioù politikel e soñj dezhañ. Pezh a gas ac'hanomp en-dro da zanvez ho pennad ! A-hent-all, plijout a ra din lenn ho pilhedoù.

A ! Lenn... 2009-12-01 19:17:11

L'histoire de Bone, Dorothy Allison, Amerika (1999) >> Fred

Pegen plijus gwelet ur vurutelladenn vrezhonek eus al levr-se ! L'Histoire de Bone zo unan eus al levrioù fromusañ 'm eus bet lennet e-kerzh ar bloavezhioù tremenet ha lakaet 'm eus anezhañ e-touez an oberennoù a alian an holl da lenn (nemet ar re izel ar moral gante evel ma lârez !). Mod all 'm eus aon eo al levr nemetañ gant Dorothy Allison a dalv ar boan bezañ lennet kar Retour à Cayro zo divlaz betek re. Marteze eo diaesoc'h d'ar skrivagnerez ijinañ eget kontañ he buhez.

Berlobi 2009-11-24 20:00:29

Loeiz ar Bras : pal Dastum >> Rodéric

ma... m'ar karet c'hwi... =)

A ! Lenn... 2009-11-20 10:12:24

Hospitalo sepetaĝa, Walter Klag, Aostria (1990-1991) >> Pevarlagad

Gwir eo n'eo ket sklaer. Esperanteg eo, c'han da resisaat er pennad, trugarez.

A ! Lenn... 2009-11-20 09:42:49

Hospitalo sepetaĝa, Walter Klag, Aostria (1990-1991) >> MICHAEL

N'eo ket gawll sklaer e peseurt yezh zo ho levr. An orinal " Dino Buzatti Sette Piani " zo e italianeg, a lavarit. Hogen "Hospitalo sepetaĝa Walter Klag ",diyezhek,zo e peseurt diw yezh? ( italianeg / alamaneg / galleg / brezhoneg / pe esperanteg kentoc'h, a son~j din....?

Pemp ha pevar 2009-11-16 20:48:06

Arzoù-kaer >> Millig

Nag ur brav a vlog ! Gourc'hemennoù evit ho pennadoù : a bep seurt traoù vez kavet. Diskouezh a ra e lan a vuhez ho klasad. Dalc'hit geti tudoù ! Ur goulenn zo daet din ur seurt : get kement a sonerion, pegourz voc'h gwelet é soniñ àr ho plog pe àr YOUTUBE ?

Pemp ha pevar 2009-11-15 10:57:06

Tom Sawyer >> Lucine

mat tre !! c'hwi zo Tom Sawyer, Yannig ?

Kerlenn Sten Kidna An Alre 2009-11-12 14:56:25

Emgav get an "innued" en Alre/ Rencontre des membres du peuple Innu >> Olivier /Permanent du Cercle

Ur fari eo Jo, Gouel-Mikael = Octobre, Kala-Gouiañv = novembre

A ! Lenn... 2009-10-28 14:32:39

Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009) >> Pevarlagad

Mat ! evel just ez eus abegoù da vezañ displijet gant e levrioù ivez, hervez an dud, hervez al levrioù (me lârfe e talvez ar boan lenn ar re gentañ hag hini Mc Domhnaill dreist-holl), me ivez zo bet displijet bras gant ar pezh a skrive a-wezhioù met... pa vez dozvet "ar gêr villiget" gant Yeun ar Gow e pardoner dezhañ an diabarzh dre m'eo brav e vrezhoneg... me gav gwelloc'h gwellaat va brezhoneg gant n'eus forzh peseurt romant ha memes "emromant" gant MM eget gant "ar gêr villiget"... me gav din n'eo ket reizh an dud en o barnadenn diwar e benn dre vras. Komz a raen dreist-holl eus tud ne lennint ket traoù gantañ, peogwir eo eñ (tud hag a zo plijet, a-hend-all, gant romant Mc Domnhaill). Anavezout a ran ouzhpenn unan, setu perak e lakan se ! Hag a-hend-all, n'on ket souezhet ne vije ket bet dibabet "ur brezelour e oan" gant juri FR3 ha n'eo ket ur juri ispisializet war al lennegezh. Souezhet bras e vijen e vije bet lennet al levr ganto, en abeg m'eo tev. War ar poent-se c'hoazh on a-du gant MM, ha gwelet 'm eus seurt traoù ouzhpenn ur wezh (met piv 'noa bet ar priz ar bloaz-se ? Marteze e oa te, ha neuze, n'en doa ket bet chañs, peogwir ez eus bloavezhioù ma n'eus ket traoù mat hag en dije bet gellet kaout anezhañ). A-hend-all e kavan diaes krediñ en ur juri objektivel pa vez ken kizidig an dud war ar c'hudennoù ortograf ha kement 'zo, pa welez ne vez ket skignet levrioù e skolveurieg gant "Klask", ha traoù seurt-se : ha gouest e vije ar juri, dre m'eo bet lakaet da juri, da lakaat e gredennoù a-gostez ? tud 'zo, marteze, pas an holl atav ! Ne lavaran ket eo MM ur skrivagner meur, soñjal a ra din e vez barnet re griz, setu tout ! Skrivagnerien vrezhoneg all a weler techoù displijus en o levrioù ha koulskoude ne vez roet nemet pour dezho...

A ! Lenn... 2009-10-28 11:30:47

Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009) >> KarregWenn

Salud dit Pevarlagad Un tammig evezhiadenn a garfen ober diwar-benn ar pennad-mañ. Diwar-benn MM da gentañ. Daoust hag-eñ peus goulennet digant un niver bras a lennerien perak ne oant ket plijet gant e levrioù evit lâret e oa abalamour da sioù an den e oant displijet o lenn e oberennoù ? Ne gredan ket, en desped d'ar pezh a lârez e vefe ar braz eus al lennerien bugel o spered. An aliesañ ne anavezer ket ar skrivagnerien, a-fed personelezh a fell din lâret. Ha pa reer, ma Doue, ma ne vefe lennet nemet levrioù an dud a blij d'an nen...ne vefe ket lennet kalz tra, brezhoneg pe yezhoù all e vefe ! Me 'm eus bet lennet, pe klasket ober, eus e levrioù. N'on ket deuet a-benn da lenn betek ar fin ken borodus o c'haven, ha netra da welet gant ma soñj diwar-benn ar skrivagner. Gwir eo n'e garan ket, met evel lennerez, ne ran foutre-kaer gant ar santimant-se. Unan eus ma skrivagnerien muiañ-karet eo Oscar Wilde, ha ne gav ket din e vefen bet mignonez vras gantañ ma 'm bije e anavezet... Un dra all am befe c'hoant lâret, evel skrivagnerez an dro-mañ : meur a briz am eus tapet kaout gant ma levrioù ha neuze e c'hellan lâret dit e ro kalon d'an hini a skriv da genderc'hel. Ne gav ket din e vefe tevaet ma daouufern gant ar prizioù-se, pell a se, ha koulskoude, e c'hellan lâret dit, ma lakaez izili ar jurioù da lennerien hep mui ken, lennerien evel ar re all, ne c'hellez ket chom diseblant pa zisplegont dit perak int bet plijet gant da levrioù. Arabat bezañ touellet, digant ar re-se e klevez traoù displijus ivez, burutelladennoù, fazioù kompren a-wechoù, a bep seurt. Met da nebeutañ e tastumez greun evit mont war wellaat, ha kalon evit kenderc'hel. Hep kontañ, hag a-bouez bras eo, e tegas un tammig brud d'an embannerien, hag ar re-se o deus ezhomm bras e vefe skoazellet o labour. Gouzout a rez emichañs pegen bresk eo an embann brezhonek, ha pegen treut eo ar peuriñ, ha neuze ar galloud embann, gant an tiez-embann brezhonek...Gant se, ha me koulskoude o vezañ unan hag a gav gwell chom trankil en he c'horn, ne c'heller ket ober fae war un tamm brud ouzhpenn, kement tra a lak ar brezhoneg da vezañ gwelet pe klevet er mediaoù zo un dra vat evit ar yezh. Ha n'eo ket peogwir e lavar MM e vez roet ar prizioù dre rakvarnadennoù, pe gant "chapelioù" ez eo gwir. Aes eo dezhañ lavaret. Rakdibabet e oa bet ar romant gantañ a vennegez evit priz FR3, ha war al lec'h e oa, pezh a ziskouez ne laka ket e-unan kement a fae warno ! Krog on da anavezout bremañ un toulladig skrivagnerien, hag holl int tud uvel, prest da zegemer burutelladennoù, da rannañ kaoz gant ar re all diwar-benn o labour, da zisplegañ diesamantoù o labour, hag ar blijadur o devez gant ar skrivañ. N'eus ket unan a gavan otus. 'Pezh ne vir ket da gaout un tamm mat a "ego", met d'am meno e ranker kaout evit krediñ krouiñ, forzh pe dachenn e vefe.

House ha Laurie 2009-10-27 21:30:16

TV Guide (09 2007) >> Yann

Salud deoc'h lupus Emaon o paouez lenn ho respont. Brav e vez din lenn ho prezhoneg ! A-raok pell ec'h anavezin Laurie :-). "diluer" em boa skrivet. "polluer" n'em boa ket. A galon ganeoc'h

Pemp ha pevar 2009-10-27 19:37:02

Tom Sawyer >> Yann

Brav-kenañ ho plog ! E ged eus ar pezh a vo skrivet emaon.

Berlobi 2009-10-24 16:12:49

vakañsoù >> fulup

vakañsoù mat ivez :-))

A ! Lenn... 2009-10-19 17:24:09

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009) >> Pevarlagad

Farsus eo, bet e oan war lec'hienn KVB da glask ar skeudenn ha n'em boa ket kavet anezhi... gwir eo oan bet ganet ur sadorn ! trugarez atav !

A ! Lenn... 2009-10-19 15:34:58

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009) >> MICHAEL

http://keit-vimp-bev.info/mestr_br Al liamm evit al luc'hskeudenn.

A ! Lenn... 2009-10-19 13:20:24

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936) >> Rhisiart

Siwazh, n'emañ ket an daveoù ganin, met troet e voe unan pe div eus he marvailhoù berr gant Ronan Huon hag embannet war Al Liamm gwechall. Ganin ez eus bet troet daou benad diwar Te yn y Grug, hag embannet int bet war Al Lanv. An ti ma oa bet ganet ha desavet KR zo bet adsavet evel ma oa gwechall ha deuet eo da vezañ mirdi bremañ, ha kreizenn sevandurel, a gav din: http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4023576380/

A ! Lenn... 2009-10-16 18:50:16

Un'... div, teir..., Awen Kerin (2009) >> Pevarlagad

Dreist, mersi bras !

A ! Lenn... 2009-10-16 16:20:41

Un'... div, teir..., Awen Kerin (2009) >> Kemo

Demat pevarlagad Amañ e vez kavet ul lennadenn deus "Karo" skrivet gant Riwanon Kervella (ha lennet ganti ivez) : http://www.rcf.fr/popup_mp3.php3?id_document=62016&id_locale=38

Kerlenn Sten Kidna An Alre 2009-10-09 13:41:41

Taolenn ar c'hentelioù/ Propositions de cours du soir >> Olivier /Permanent du Cercle

Demat deoc'h, Oui bien-sûr, il est encore possible d'intégrer les cours. Vous pouvez venir au prochain cours de votre choix. A-galon/ Cordialement, Olivier

A ! Lenn... 2009-10-08 11:49:30

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936) >> Pevarlagad

Dreist, trugarez. Cheñchet em eus bremañ. Alies em bez mizer o kavout deiziad kentañ embannadur al levrioù troet, m'en dare perak ne vez ket meneget e pep embannadur dre ret !

A ! Lenn... 2009-10-08 10:22:45

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936) >> MICHAEL

Kate Roberts: Born: 1891; Died: 1985; Place of Birth: Rhosgadfan, Caernarfonshire, Wales.

A ! Lenn... 2009-10-08 09:59:10

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936) >> MICHAEL

" Traed mewn cyffion " ( Treid e-barzh hualoù ) embannet da gentañ e Kembraeg e 1936 gant Gwas, Aberystwyth. " Feet in chains " ( Treid e chadennoù ),[ troidigezh gant John Idris Jones ] embannet da gentañ e Saozneg e miz Here 1977 gant John Jones Cardiff Ltd.

Kerlenn Sten Kidna An Alre 2009-10-07 08:32:40

Taolenn ar c'hentelioù/ Propositions de cours du soir >> Valérie LAUDREN

Demat, Je suis intéressée pour suivre des cours de breton. Etant débutante, est-il encore possible d'intégrer les cours cette semaine et notamment celui du mercredi à Auray ou Pluvigner? Je vous remercie, Salutations. Valérie LAUDREN

A ! Lenn... 2009-10-05 07:47:56

Simple comme Ubuntu : à la découverte de Linux, Didier Roche, Frañs (bep 6 miz) >> Bruno

Aet eo gwelloc'h an traoù keta ? Dre faot gmail an hini e oa neuze. Kudennoù 'm eus bet ivez er memese koulz. Ma 'p eus kudennoù c'hoazh, e c'hellfe bezan a-gaoz d'an "ektensionnoù"(hum)ma implijez kalz anezhe. Lazh unan pe ziv evit gwelet hag-en ey a gwelloc'h an traoù. (digarez eit an tildeioù n'on ket evit o akaat gant an urzhiater emaon oc'h ober ganti)

A ! Lenn... 2009-10-04 21:50:41

L'Espéranto de poche, Klaus Dahmann, Thomas Pusch, emb. Assimil, Frañs (2009) >> dominiko

[...] mi estas Leonez [...] Ne ouien ket. Pebezh kendegouezh! Bihan eo bed ar vrezhonegerien neuze. Mi tute ne sciis. Kia koincidenco! Malgranda do estas la mondo de la bretonistoj. Ken ar c'hentañ / Ĝis.

A ! Lenn... 2009-10-04 18:26:28

L'Espéranto de poche, Klaus Dahmann, Thomas Pusch, emb. Assimil, Frañs (2009) >> Pevarlagad

Dankon al vi. Ni parolis pro Lernu jam Dominique : mi estas Leonez. Mi lernas via korektojn nun. Ĝis baldaux !

A ! Lenn... 2009-10-04 16:59:41

L'Espéranto de poche, Klaus Dahmann, Thomas Pusch, emb. Assimil, Frañs (2009) >> dominiko

Ho plog am eus dizoloet hiziv. Brav-kenañ eo. Lenn a ran goustadig e brezhoneg c'hoazh, met ur poelladenn talvoudus hag ur plijadur eo lenn ar blog-mañ. N'anavezon ket al levr-mañ (L'espéranto de poche). Met an esperanteg a ouzon mat. Ya, sur awalc'h! Ur yezh plijus eo hervezon, hag aes tre. Komz a rit esperanteg un tammig bremañ neuze? Evit deskiñ hiroc'h diwar-benn an esperanteg, al lec'hienn http://br.lernu.net a zo eus ar c'hentañ, gant ur bern kentelioù, geriadurioù, poelladennoù, ur forom hag all. Ha troet eo bet en ur bern yezhoù, un tammig e brezhoneg zoken. Vian taglibron mi malkovris hodiaŭ. Ĝi tre belas. Mi ankoraŭ legas malrapide en la bretona, sed legi ĉi tiun taglibron estas utila ekzerco kaj plezuro. Mi ne konas ĉi tiun libron (L'espéranto de poche). Sed Esperanton mi ja konas. Estas miaopinie agrabla lingvo, kaj facilega. Ĉu vi do nun parolas Esperanton? Por lerni pli pri Esperanto, la retejo http://eo.lernu.net bonegas, kun multaj kursoj, vortaroj, ekzercoj, forumo, ktp. Kaj ĝi estas tradukita en multaj lingvoj, eĉ iomete en la bretona lingvo. A galon / Amike.

A ! Lenn... 2009-09-26 15:04:53

Eñvorennoù Melen ki bihan rodellek, Fañch Peru (1999) >> brenn

setu eur respont fin ha seven deuz ho perz, doare ganin ive da zoñjal, just awalh, petra ha penaoz ober evid kas war-raog or yez kared... ar pez n'eo ket êz, "estrenn outañ e-unan" m'en em gav Yann Vrezoneger muioh-mui "pep hini ra faziou an hini ne ra ket unan... ra daou" beteg emaon ganti, eun "ui-koukoug" oa en em zilet ba'm skrid diwehañ : "gwall vrao" eo a faote din skriva, e-leh "gwall varo" evel just Ma, giz vez laret ganeom : "pep hini e houd Hag an traou ya toud" dalhit mad eta da voueta ho lehienn internet gand ho pennadou (brud vad zo bet greet diwarni er gelaouenn Brud Nevez) a-galon Brenn

A ! Lenn... 2009-09-26 13:41:45

Eñvorennoù Melen ki bihan rodellek, Fañch Peru (1999) >> Pevarlagad

Mmm... Ne gavan ket dedennus kenañ lavaret diwar-benn pep levr vez lennet : dreist eo... evel m'ho peus gwelet, n'eo ket tre brezhoneg an dud a gomzan diwar e benn amañ... met ar gwir zo ganeoc'h : dister a-walc'h eo va brezhoneg e-keñver ho hini ha n'an ket da vrabañsal gantañ. Un ostilh da zaremprediñ an dud n'eo ken amañ. Moarvat e kavjec'h gwelloc'h e rajen va blog e galleg ??? e mod-se, ne chomo nemet brezhonegerien vat war ar rouedad. Ne oan ket o tagañ Fañch Peru, n'on ket bet dedennet gant ster ar gerioù a implij el levr-mañ, setu tout. Digarezit ac'hanon da implijout ho prezhoneg !

A ! Lenn... 2009-09-25 23:16:06

Eñvorennoù Melen ki bihan rodellek, Fañch Peru (1999) >> brenn

"dister" peus kavet al leor... ha dister awalh e kavan ho prezoneg : "kavet en deus din" a skrivit ; n'eo ket gwall varo ar bomm-mañ... na meur a hini all o tond diwar ho pluenn plijadur meus bet o lenn brezoneg flour Fañch Peru

A ! Lenn... 2009-09-11 18:56:34

Frederig, Hans Peter Richter, Bro-Alamagn (1961) >> Pevarlagad

Mat tre, trugarez.

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog e yezhoù all : ar ast br ca cy en es eu gl oc pt pt_br ru an eo fr ga hu id it pl pns ro th tr vi zpw