Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|fr|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Foar ar Goulennoù

Petra eo NireBlog ?

Ur reizhiad evit ma c'hallfe forzh piv sevel e vlog en un doare eeun-kenañ hep soursial eus mann ebet all eo NireBlog. Ouzhpenn, ma'z out ul liesimplijer (gallout a ra ur blog bezañ kensavet), e c'hallez personelaat an implij anezhañ a chom eeun-meurbet daoust ma kinnig ur bern aezamantoù.

Pegement e koust sevel ur blog war NireBlog ?

Netra ebet, digoust eo penn-da-benn, nemet e vo tu da lakaat tammoù bruderezh eeun ha diskred.

Ha gallout a ran cheñch tres ma blog ?

Ya­, ouzhpenn ar patromoù zo, e c'hallez aes-tre cheñch tres da vlog, livioù, Doare skignañ, Ment al lizherennoù, Skeudennoù drekleur... ouzhpenn e klot ar stiloù gant re Wordpress Clasic

Ha gallout a ran degas bruderezh war ma blog ?

Ya, ouzhpenn ez eus bet prientet gant NireBlog ur stignad evit degas bruderezh e meur a dakad eus da vlogoù. Kement arc'hant rastellet ganit gant ar bruderezh-se a vo evidout hepken.

ur blog zo ganin dija, gallout a ran enporzhiañ anezhañ war Nireblog ?

Evit poent e c'hallez enporzhiañ kement pennad hag evezhiadenn vlog bet krouet war Blogger / Blogspot adal roll-meuzioù merañ da vlog. Mard eo herbec'hiet da vlog gant ur reizhiad all e c'hallez atav skrivañ deomp en ur verkañ chomlec'h da vlog ha gwelet a raimp petra ez eus tu d'ober.

Heñveldra, tu zo dit da ezporzhiañ ar blog krouet ganit war Nireblog (pennadoù hag evezhiadennoù) d'ur reizhiad all, en ur bellgargañ en ur restr kement danvez zo war da vlog. Ouzhpenn e c'hall servijout dit da eilenn surentez.

petra a vank evit ma'z afe NireBlog en-dro en ma yezh ?

Trawalc'h eo e vije troet gant unan bennak hag a gemero e-karg ar skoazell war-lerc'h (respont d'ar goulennoù, plaenaat an trubuilhoù) evit implijerien ar yezh-se. Mar fell dit en ober, ne c'houlennomp nemet gouzout en em zibab mat e spagnoleg hag er yezh ma tivizez treiñ daveti, ouzhpenn kaout un tamm skiant-prenañ war ar blogoù.

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs