
NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|fr|pns|tr|
Perzhioù ar blog krouet war Nireblog
Ouzhpenn bezañ aes-kenañ da verañ, ez eo barrek-kenañ. Setu lod eus e varregezhioù :
- Liesimplijer
Gallout a ra ar blogoù bezañ kensavet (meur a zen o kemer perzh e savidigezh ur blog).
- Liesyezhek
Troet eo Nireblog en ur bern yezhoù; gallout a rez dibab yezh da vlog e-touez ar re zo bet troet dija. Mar fell dit krouiñ unan en ur yezh nevez kerzh e darempred ganeomp ha displeget e vo dit penaos ober evit treiñ.
- Aozer testennoù :
Degaset ez eus un aozer testennoù eeun-tre evit skrivañ da bennadoù hep bezañ rediet da zeskiñ ar yezh HTML
- Skor evit merañ an evezhiadennoù a c'hall bezañ
aotreet pe / berzet
- Skor evit an heuliañ hag ar Pingbackoù :
Dre ziouer emaint diweredekaet, gallout a rez gweredekaat anezho.
- Stignad kemennoù :
Kas a c'haller kemennoù nevezenti da servijoù disheñvel evel Technorati, Pingomatic, ...
- Patromoù aes da bersonelaat
Gallout a rez dibab tres da vlog etre meur a ginnig (ouzhpenn 20). Ouzhpenn, gant ur skoazeller eeun e c'hallez krouiñ da batromoù dit-te (fontoù, skeudennoù, skignañ... )
- Da vlog war da zomani
Ma'z peus un domani war ar Genrouedad ha mar fell dit reiñ ar chomlec'h-se da'z plog, eo posupl gant Nireblog; ouzhpenn e c'hallez sevel da gumuniezh vlogoù dit-te gant ur bajenn ma teuio war wel ar blogoù diwezhañ savet er gumuniezh vlogoù-se.
- Enporzhiañ Ezporzhiañ blogoù
Gallout a rez enporzhiañ blogoù adal Blogger / Blogspot pe adal ur reizhiad all ma lavarez deomp. Gallout a rez ezporzhiañ da vlog krouet war Nireblog ivez
- Moblogging
Gallout a rez postañ da bennadoù adal da bosteler pe da bellgomz hezoug.
- Bruderezh war da vlogoù
Soñjet eo ar reizhiad evit ma c'hallfes enframmañ bruderezh e rannoù disheñvel eus da vlog. Evel-just e vo dit-te da zegas ar bruderezh-se ha kement tra gounezet ganit drezañ a vo dit
- Perc'henn eo an aozer(ez) war an danvez embannet gantañ/i
Perc'henn eo an aozerien war an holl destennoù, e mod ebet n'eo perc'henn Nireblog ha da forzh pevare e c'hallez diskargañ an danvez lakaet ganit ha diverkañ pep tra a-ziwar Nireblog.