Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|co|fr|ja|ko|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Bruderezh » Mont e darempred

Sav da Vlog evit netra

http://.nireblog.com

Dezverkoù

Tikedenn » Tikedenn: "ket"

Klas Mor hag Avel

2008-03-30 » Prest oc'h bugale ?! Prest ar valizenn ivez ? Setu erruet an devezh ! Monet a reomp da dremen ur sizhunvezh e greizenn "Ar c'hizhier-koëd" e Ar Baol-Skoubleg". N'ankouit ket da cheñch an eur evit bezañ araok 9 eur er skol arc'hoaz !

Petra ober?

2007-12-09 » Diaes eo evidon. Ma brezhoneg zo fall. N'ouian ket kalz a dra diwar benn(?) an "informatik". Neuze ober ur blog e brezhoneg a zo diaes-kenañ. Gwelloc'h e vefe evidon mont da verc'heta, met disul emomp hiziv! Ha ma vignonez ne vefe ket a-du. Ar melldroad ne blij ket din. Ha re avel [...]

Perak ur blog?

2007-09-08 » N'ouzon ket e gwirionez, n'on ket sur e c'hell bezan dedennet tud all gant ma buhez, neuze emaon o vont da lakkaat traoù aman evit ma flijadur din-me, n'emaon ket e sell da gontan ma buhez, din-me eo "dibluskan spered".

An Oriant - Monaco : 2-1

2007-08-14 » Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"... E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus [...]

Muioc'h a internet en Afrika

2007-08-14 » Betek-henn ne oa nemet ur fun da gas an internet en Afrika. Eus Portugal ez ae betek kornôg Afrika. Rak se n'eus ket muioc'h eget 4% eus an Afrikaned a zo kevreet ouzh an internet evit poent. Cheñchamant a vo : ur fun nevez zo war sevel, eus tu ar reter ar [...]

Tro Breiz(h) pennad-skrid 3

2007-08-08 » Dizoloet em eus ar bed met an dra-se n'eo ket ar pep pouezusañ. Ar pep pouezusañ ez eo mont e darempred gant ar re all hag an Tro breiz(h) a zo un dra beurvat evit an dra-se. A-hed an hent ez eus tu toullañ kaoz gant ar re all en ur [...]

Istor berr ar skeudenn gentan

2007-08-01 » Meurbet-bras ha bihan e oa ar bleunienn-se. Fentus e oa. War henchoù ar reter an aod, e traon Arama, an diwezhañ ode eus an enezenn-se. Hep dedennadur e oan gant ar veaj-se. Hervez ar gwel, trist ha paour  e oa an douar. Ne glazenn ket ar menezioù evel e-kichen an traez. [...]

FK Naoned - Stad Reims : 5-0

2007-07-30 » Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur [...]

tro Breiz(h) pennad-skrid 2

2007-07-28 » Lavaret am boa e oa an "tro breiz" un tu evit troc'hin gant ar bevezin. Marteze med red eo din anzav em eus prenet traoù evit an dra-se memestra. Da gentañ tout, ha penaos ober a-hend-all, un deltenn (un deltenn vurzhudus e gwirionez; bez ez eus tu dispakan anezhi e div eilenn), [...]

Bec'h war ar re vihan !

2007-07-16 » Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest. Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar [...]

Rubgy…7 !

2007-07-16 » Ar rugby XV hag ar rugby XIII a zo anavezet mat. N’eo ket ken brudet ar rugby VII avat. E-keit ma oa skipailhoù Pariz ha Biarritz o c’hoari da-geñver gourfenn kampionad ar rugby XV Disadorn tremenet e oa skiplaihoù gwellañ ar bed ar rugby 7 e Frañs. Berroc’h pad ar [...]

War-raok Brest ?

2007-07-16 » Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad [...]

C’hoarierien dilabour

2007-07-16 » Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud [...]

Ar « Breizh Team »

2007-07-16 » Sell’ta ! Ur sport bennak a vefe ur skipailh breizhat dezhañ evit mont da gevezhiñ ouzh broioù all ? Eus peseurt sport zo kaoz ? Mell-droad, rugby, marc’h-houarn ? N’eo ket. Lesanv nevez skipailh basket Brest an hini eo ! Hag ez eo gwir eo deuet a-benn paotred An « [...]

Estreget Glasgow a zo !

2007-07-16 » Rangers pe Celtic ? Celtic pe Rangers ? Abaoe 20 vloaz , n’eus ket kalz a souezhadennoù e bro-Skos : gant unan eus daou glub Glasgow ez a ar maout e Scottish Premier League. Randonus an traoù. Na petra a c’hoarzvez er bloaz-mañ enta ? Goude 7 krogad ne weler [...]

An Naonediz trec’h war an Nazeriz

2007-07-16 » Ne oa ket ret bezañ gortozet gwall bell Disul evit gouzout gant piv a yafe ar maout etre c’hoarieriern rugby ar SNUC hag re ar SNR. Splann e c’hoarie kalz gwelloc’h paotred SNUC eget an Nazeriz. Hag ar poentoù da vont da heul : 18-6 d’an ehan ! Ur souezhadenn [...]

Pro Tour pe diBro Tour ?

2007-07-16 » Bloavezh kentañ ar Pro Tour eo. Erru prantad ar bilañs evit kampionad redadegoù meur ar marc’houarniezh. E-lec’h Kib ar bed ar rederien war varc’h-houarn e oa bet lakaet gant pennoù-bras Unvaniezh ar Marc’houarniezh Etrebroadel. Petra zo kaoz ? Gounit ar gib a oa tu d’ober dre gemer perzh er redadegoù [...]

An dounetaerien leun o rouedoù

2007-07-16 » Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 [...]

Hingins : an distro

2007-07-16 » N’eo ket ofisiel c’hoazh met graet eo he soñj ganti. Goude 3 bloavezh ehan a gave da lod ez aent d’ober ul leve ez eo distro Martina Hingis. An hini yaouankañ e oa bet o vont da benn ar renkadur WTA (16 vloaz ha 6 miz hepken !) met ret [...]

Dek bloavezh barnadenn Bosman

2007-07-16 » Jean-Pierre Papin o sellet ouzh skipailh ar Milan AC en tribunelloù peogwir emañ Van Basten, Rijkaard ha Savisevic o c’hoari dija. Pegen pell e seblant bezañ ! N’eus nemet 10 vloaz zo kouslkoude e oa bet skubet ar reolennoù a vire ouzh ar c’hluboù da lakaat a-gevret muioc’h eget 3 [...]

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs