2007-05-22 » KARANTEZ DRE BOSTEL
Bizskrivañ un nebeud bommoù
War bajenn wenn e bosteler
Stummañ ganto korf ul lizher
E-ser kemmeskañ ar gerioù
Sinañ e traoñ e damm testenn
Ha kas ar postel karantez
D’ur mignon kozh (pe d’ur fulenn)
Zo pell-pell en e zigenvez
E-ser mousc’hoarzhin
Gwell eo karantez leun e bosteler
Eget viruzoù ur wech an amzer
Gwenn-Ael ar C'helleg 25 [...]
2007-05-08 » Er mintin-mañ em eus adlennet ha peurlipet troidigezh vrezhonek al lec'hienn mailemotion bet lakaet e brezhoneg gant Gael Roblin eus Skol an Emsav. Ul lec'hienn dalvoudus-kaer eo evit kas videoioù a-vras dre bostel. Ar 7vet yezh a vo kinniget mailemotion enni eo ar brezhoneg hag ar yezh distad nemeti. Un [...]