Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|co|fr|ja|ko|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Bruderezh » Mont e darempred

Blogs with Tag "trec"

anafernandez bedig kreatyna mogerma tya

Sav da Vlog evit netra

http://.nireblog.com

Dezverkoù

Tikedenn » Tikedenn: "trec"

Tad Lacombe Nedeleg

2007-12-27 » Bep bloaz e vez ur pikol taol-bec'h gant paotred Roazhon, nemet er bloavezhioù diwezhañ e oa...er penn-kentañ eus ar c'hampionad !   Er bloaz-mañ e oa partiet mat an traoù evit ar re ruz ha du avat. Da 3e e oant e miz Du zoken. Ur skipailh solutoc'h eget er bloavezhioù all, [...]

Keleier d'ar 26 a viz Here 2007

2007-10-28 » Derby breizhat, eil tro (d'ar 27 a viz Eost e oa bet Naoned-Brest) : trec'het eo bet skipailh Brest adarre, ar wezh-mañ gant hini Gwengamp (0-1)

War-raok Brest ?

2007-07-16 » Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad [...]

Ar « Breizh Team »

2007-07-16 » Sell’ta ! Ur sport bennak a vefe ur skipailh breizhat dezhañ evit mont da gevezhiñ ouzh broioù all ? Eus peseurt sport zo kaoz ? Mell-droad, rugby, marc’h-houarn ? N’eo ket. Lesanv nevez skipailh basket Brest an hini eo ! Hag ez eo gwir eo deuet a-benn paotred An « [...]

An Naonediz trec’h war an Nazeriz

2007-07-16 » Ne oa ket ret bezañ gortozet gwall bell Disul evit gouzout gant piv a yafe ar maout etre c’hoarieriern rugby ar SNUC hag re ar SNR. Splann e c’hoarie kalz gwelloc’h paotred SNUC eget an Nazeriz. Hag ar poentoù da vont da heul : 18-6 d’an ehan ! Ur souezhadenn [...]

Pro Tour pe diBro Tour ?

2007-07-16 » Bloavezh kentañ ar Pro Tour eo. Erru prantad ar bilañs evit kampionad redadegoù meur ar marc’houarniezh. E-lec’h Kib ar bed ar rederien war varc’h-houarn e oa bet lakaet gant pennoù-bras Unvaniezh ar Marc’houarniezh Etrebroadel. Petra zo kaoz ? Gounit ar gib a oa tu d’ober dre gemer perzh er redadegoù [...]

An dounetaerien leun o rouedoù

2007-07-16 » Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 [...]

Digoret ar merkato !

2007-07-16 » Setu aze : kroget eo gant eil prantad an tuta c’hoarierien nevez evit eil lodenn kampionad ar vell-droad. E gwirionez e talvezo ar c’hevratoù nevez adalek ar 1añ a viz Genver hepken met ar sinadurioù kentañ a zo graet dija. Gant ar Ganaried eo aet an hini kentañ. Pell zo [...]

UJAP – Erminig : 1-0

2007-07-16 » Gant ar Gemperiz eo aet lodenn gentañ derby Breizh ar Pro B. N’eo ket ken souezhus-se pa ouezer pegen brav eo deuet an traoù ganto abaoe penn-kentañ ar c'hampionad : da 4e emaint goude an trec’h-mañ. Koulskoude e oant gant ur frapad diaesoc’h abaoe dibenn miz Du. 2 wezh e [...]

Barrek an SNR met korbellet ar SNUC…

2007-07-16 » Echu eo gant prantad kentañ 3de rummad ar rugby war-bouez ur c’hrogad ha sklaer eo an traoù evit an daou glub breizhat. An Nazeriz (SNR) a yelo gant ar play-off pa vo an Naonediz gant ar play-down. Cheñchet eo penn d’ar vazh goude o derby e dibenn miz Eost pa [...]

Ar vreudeur Escude (2)

2007-07-16 » Nicolas Escude en doa bet ur bloavezh 2004 start pa oa chomet strobet e skoaz (so Ya diwezhañ). E yaouaer avat a oa en e vravañ er bloavezh-se met…war ur sport all : ar vell-droad. Julien en doa gounezet kampionad an Izelvroioù gant an Ajax Amsterdam. Ne oa nemet 25 [...]

Kenavo Landreau !

2007-07-16 » Gitonioù e-leizh a oa er Beaujoire disadorn : « Trugarez Mika », « Mika, karet out ganeomp », « Dibradenn an niv.1 »… Eya, goude 333 c’hrogad gant an FCN e c’hoarie Mikael Landreau evit ar wezh diwezhañ er Beaujoire. From d’an dud en deus graet e-pad e dro a [...]

Ar SNUC : down, down, down…

2007-07-16 » Echu eo gant play-down ar Federal 1añ ha kriz an disoc’h evit paotred ar rugby e Naoned. Goude ur bloavezh hepken e 3de rummad kampionad Frañs int bet skarzhet da vare…ar c’hrogad diwezhañ. C’hoarierien Genneviliers a zo bet diouzh o brud e Naoned : dibosupl da vezañ trec’h warno. Warlene [...]

Ur Stad Naoned breizhek met trec’het…

2007-07-16 » « Echu gant ar SNUC : ur verradenn digomprenus eo. « Stad Naoned » a zo ret ober ac’hanomp diwar vremañ ». Prezeg Kristof Nouvel, Prezidant klub rugby Naoned a zo sklaer evel lagad an naer : evit desachañ tud ouzhpenn a-benn kib ar bed e ranker mont gant ur [...]

Naoned mod 1998

2007-07-16 » Trec’h ebet abaoe miz Du. Pal ebet en ur ober 3 c’hrogad. War-eeun d’an eil rummad ez a FK Naoned. Evit skeiñ ar speredoù ez eus bet divizet gant prezidant ar C’hlub, Rudy Roussillon, gervel steredennoù ar bloavezh…1998. Fabien Barthez en deus sinet evit bezañ diwaller palioù ar Ganaried betek [...]

Ar Ganaried e beg ar moc'h-gouez

2007-07-16 » Bec’h a oa war an 35000 den bet er Beaujoire Disul, a-raok ar c’hrogad etre daou skipailh paket fall : hini Sedan (diwezhañ) hag hini Naoned (eil-diwezhañ). Santet e veze mat e oa da zont ur match a-bouez e istor ar re velen-ha-gwer. Un eurvezh tri c’hard war-lerc’h ne oa [...]

Diskar an ti melen

2007-07-16 » Graet eo ar wezh-mañ. Daoust d’un trec’h dic’hortoz e Bourdel (0-1) eo kondaonet skipailh Naoned da ziskenn en eil rummad daou zevezh a-raok fin ar c’hampionad. N’eo ket ur souezhadenn ar c’hastiz-mañ avat. Abaoe 2001 emañ an diskar war ober e Naoned : 10vet e 2002, 9vet e 2003, 6vet [...]

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs