
NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|co|fr|ja|ko|pns|tr|
2007-12-11 » Bed : Su-Korea : Lanv du bras-divent : 10 mil tonenn a eoul-maen er mor melen Bed : Sina : 43 skolveuriad a c'houlenn ma vo serret ar c'hampoù ma'z eus tremenet 3,5 milion a dud en 50 vloaz diwezhañ Bed : Stadoù-Unanet-Amerika : An danvez-prezidant Barrack Obama en deus resevet skoazell [...]
2007-08-14 » Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"... E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus [...]
2007-07-30 » Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur [...]
2007-07-25 » Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk. Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, [...]
2007-07-22 » Yahoo ! en doa bet e damm berzh e 1994 p'en doa ijinet ur porched nevez, warnañ keleier ha servijoù. Abaoe avat eo bet tapet gant tarzhadenn klogorenn an internet er bloavezhioù 2000. Google zo e penn ar jeu bremañ a-drugarez d'ar bruderezh eo deuet a-benn e renerien da lakaat da vezañ [...]
2007-07-16 » Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad [...]
2007-07-16 » Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud [...]
2007-07-16 » Rangers pe Celtic ? Celtic pe Rangers ? Abaoe 20 vloaz , n’eus ket kalz a souezhadennoù e bro-Skos : gant unan eus daou glub Glasgow ez a ar maout e Scottish Premier League. Randonus an traoù. Na petra a c’hoarzvez er bloaz-mañ enta ? Goude 7 krogad ne weler [...]
2007-07-16 » 18vet triatlon ar Baol-Skoubleg en deus graet berzh-spontus. Muioc’h a dud eget ar pezh a c’hell bezañ e n’eus forzh peseurt stad e Breizh o deus arvestet ouzh un abadenn a zo padet 2 eur…evit ar re wellañ. Soñjit’ta : 1,5 km war neuial, 40 km war varc’h-houarn ha [...]
2007-07-16 » Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 [...]
2007-07-16 » Setu aze : kroget eo gant eil prantad an tuta c’hoarierien nevez evit eil lodenn kampionad ar vell-droad. E gwirionez e talvezo ar c’hevratoù nevez adalek ar 1añ a viz Genver hepken met ar sinadurioù kentañ a zo graet dija. Gant ar Ganaried eo aet an hini kentañ. Pell zo [...]
2007-07-16 » Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb [...]
2007-07-16 » Echu eo gant prantad kentañ 3de rummad ar rugby war-bouez ur c’hrogad ha sklaer eo an traoù evit an daou glub breizhat. An Nazeriz (SNR) a yelo gant ar play-off pa vo an Naonediz gant ar play-down. Cheñchet eo penn d’ar vazh goude o derby e dibenn miz Eost pa [...]
2007-07-16 » Echu e oa ar merkato d’an 31 a viz Genver. Evit kluboù Breizh n’int ket plaset gwall vat er bloaz-mañ (war-bouez an Oriant) ez eus bet klasket difallañ o zu-gwan : lakaat muioc’h a balioù. An holl gluboù o deus desachet c’hoarierien nevez hag en holl anezho ez eo war [...]
2007-07-16 » Gitonioù e-leizh a oa er Beaujoire disadorn : « Trugarez Mika », « Mika, karet out ganeomp », « Dibradenn an niv.1 »… Eya, goude 333 c’hrogad gant an FCN e c’hoarie Mikael Landreau evit ar wezh diwezhañ er Beaujoire. From d’an dud en deus graet e-pad e dro a [...]
2007-07-16 » « E-touez ar 5 klub kentañ e vimp e renkadur fin ar bloavezh » eme Emerse Fae. Goude 2 vloavezh eus ar re zipitusañ (17vet e 2005, 14vet e 2004) e santer birvilh er Joneliere adarre : an Naonediz a daol o selloù war an a-raok. Da dreiñ ar bajenn [...]
2007-07-16 » Trec’h ebet abaoe miz Du. Pal ebet en ur ober 3 c’hrogad. War-eeun d’an eil rummad ez a FK Naoned. Evit skeiñ ar speredoù ez eus bet divizet gant prezidant ar C’hlub, Rudy Roussillon, gervel steredennoù ar bloavezh…1998. Fabien Barthez en deus sinet evit bezañ diwaller palioù ar Ganaried betek [...]
2007-07-16 » Distro an “Diaouled du” ! An 21 a viz Mae 1998 zo chomet war soñj an holl a zo sot gant ar vell-droad. Ur mizvezh a-raok penn-kentañ kib ar bed e kroge skipailh broadel Breizh gant e istor. Paol ar Gwenn en deus c’hoariet e grogad diwezhañ e Roazhon, ouzh skipailh [...]
2007-07-16 » Lazhomp ar goulou… N’eo ket ar wezh kentañ ez eus bet lakaet 5 pal gant ur skipailh er Beaujoire. E 2000 dija e oa deuet Jirondined Bourdel da lakaat 0-5 d’ar Ganaried, a-drugarez da 4 fal Pauleta…evit e grogad kentañ e kampionad Frañs ! Met e fin ar bloaz e oa [...]
Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog
Multilingual Blogs

Sav da Vlog evit netra