
NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|co|fr|ja|ko|pns|tr|
2007-08-14 » Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"... E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus [...]
2007-08-14 » Betek-henn ne oa nemet ur fun da gas an internet en Afrika. Eus Portugal ez ae betek kornôg Afrika. Rak se n'eus ket muioc'h eget 4% eus an Afrikaned a zo kevreet ouzh an internet evit poent. Cheñchamant a vo : ur fun nevez zo war sevel, eus tu ar reter ar [...]
2007-07-30 » Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur [...]
2007-07-16 » Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest. Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar [...]
2007-07-16 » Ar rugby XV hag ar rugby XIII a zo anavezet mat. N’eo ket ken brudet ar rugby VII avat. E-keit ma oa skipailhoù Pariz ha Biarritz o c’hoari da-geñver gourfenn kampionad ar rugby XV Disadorn tremenet e oa skiplaihoù gwellañ ar bed ar rugby 7 e Frañs. Berroc’h pad ar [...]
2007-07-16 » Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad [...]
2007-07-16 » Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud [...]
2007-07-16 » Sell’ta ! Ur sport bennak a vefe ur skipailh breizhat dezhañ evit mont da gevezhiñ ouzh broioù all ? Eus peseurt sport zo kaoz ? Mell-droad, rugby, marc’h-houarn ? N’eo ket. Lesanv nevez skipailh basket Brest an hini eo ! Hag ez eo gwir eo deuet a-benn paotred An « [...]
2007-07-16 » Rangers pe Celtic ? Celtic pe Rangers ? Abaoe 20 vloaz , n’eus ket kalz a souezhadennoù e bro-Skos : gant unan eus daou glub Glasgow ez a ar maout e Scottish Premier League. Randonus an traoù. Na petra a c’hoarzvez er bloaz-mañ enta ? Goude 7 krogad ne weler [...]
2007-07-16 » Ne oa ket ret bezañ gortozet gwall bell Disul evit gouzout gant piv a yafe ar maout etre c’hoarieriern rugby ar SNUC hag re ar SNR. Splann e c’hoarie kalz gwelloc’h paotred SNUC eget an Nazeriz. Hag ar poentoù da vont da heul : 18-6 d’an ehan ! Ur souezhadenn [...]
2007-07-16 » Bloavezh kentañ ar Pro Tour eo. Erru prantad ar bilañs evit kampionad redadegoù meur ar marc’houarniezh. E-lec’h Kib ar bed ar rederien war varc’h-houarn e oa bet lakaet gant pennoù-bras Unvaniezh ar Marc’houarniezh Etrebroadel. Petra zo kaoz ? Gounit ar gib a oa tu d’ober dre gemer perzh er redadegoù [...]
2007-07-16 » Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 [...]
2007-07-16 » N’eo ket ofisiel c’hoazh met graet eo he soñj ganti. Goude 3 bloavezh ehan a gave da lod ez aent d’ober ul leve ez eo distro Martina Hingis. An hini yaouankañ e oa bet o vont da benn ar renkadur WTA (16 vloaz ha 6 miz hepken !) met ret [...]
2007-07-16 » Jean-Pierre Papin o sellet ouzh skipailh ar Milan AC en tribunelloù peogwir emañ Van Basten, Rijkaard ha Savisevic o c’hoari dija. Pegen pell e seblant bezañ ! N’eus nemet 10 vloaz zo kouslkoude e oa bet skubet ar reolennoù a vire ouzh ar c’hluboù da lakaat a-gevret muioc’h eget 3 [...]
2007-07-16 » Taol-kurun penn-kentañ ar bloavezh. Hervez ar gazetenn « Le Parisien » e vefe un dle 16 M euro war Football Klub Naoned. Souezhusoc’h c’hoazh ne vefe nemet 100.000 en o c’hef ! Petra zo gwir, petra zo faoz ? Keleier pe binim ? Hevez Rudi Roussillon, anezhañ prezidant ar FCN, [...]
2007-07-16 » Echu e oa ar merkato d’an 31 a viz Genver. Evit kluboù Breizh n’int ket plaset gwall vat er bloaz-mañ (war-bouez an Oriant) ez eus bet klasket difallañ o zu-gwan : lakaat muioc’h a balioù. An holl gluboù o deus desachet c’hoarierien nevez hag en holl anezho ez eo war [...]
2007-07-16 » 13 embregerezh a yae d’ober « Produet e Breizh » pa c’hanas ar gevredigezh e 1995. Da vare e emvod-meur diwezhañ en Oriant d’ar 17 a viz C’hwevrer e oa laouen ar prezidant Xavier Leclerq oc’h embann e oa 175 ezel bremañ. Diwar enkadenn an embregerezhioù gounezvouedel e oa bet [...]
2007-07-16 » Diego Maradona a zoug bri dezhañ zoken. E vennozh en deus roet evit ma yelo niverenn 10 skipailh brodael Arc’hantina gantañ, ur chupenn na oa roet da zen abaoe m’eo aet Diego war e leve…N’eo nemet 18 vloaz met Lionel Messi a chom ur souezh evit an holl ken barrek [...]
2007-07-16 » N’eo ket eus mell-droad a vo kaoz amañ. Kluboù mell-droad eil-kêr Liger-Atlantel (tost 70.000 annezad dezhi) a zo en ur satd reuzeudik, pell diouzh ar CFA zoken…Sportoù-bolotenn all a zeu brav e S.Nazer koulskoude : ar volley (SNVA) hag ar rugby (SNR). Tizhet e oa bet an eil rummad gant [...]
2007-07-16 » Gitonioù e-leizh a oa er Beaujoire disadorn : « Trugarez Mika », « Mika, karet out ganeomp », « Dibradenn an niv.1 »… Eya, goude 333 c’hrogad gant an FCN e c’hoarie Mikael Landreau evit ar wezh diwezhañ er Beaujoire. From d’an dud en deus graet e-pad e dro a [...]
Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog
Multilingual Blogs

Sav da Vlog evit netra