Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|fr|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Tikedenn » Blog: "bedig" » Tikedenn: "kib"

Bec'h war ar re vihan !

2007-07-16 » Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest. Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar [...]

C’hoarierien dilabour

2007-07-16 » Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud [...]

An dounetaerien leun o rouedoù

2007-07-16 » Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 [...]

Derby ar Mor-Bihan gant ar Verluzed

2007-07-16 » Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb [...]

Ar vreudeur Escude (2)

2007-07-16 » Nicolas Escude en doa bet ur bloavezh 2004 start pa oa chomet strobet e skoaz (so Ya diwezhañ). E yaouaer avat a oa en e vravañ er bloavezh-se met…war ur sport all : ar vell-droad. Julien en doa gounezet kampionad an Izelvroioù gant an Ajax Amsterdam. Ne oa nemet 25 [...]

Ur bloavezh tremen ?

2007-07-16 » Echu eo kampionad Frañs ar vell-droad 2005-2006 ha dipitus eo bet evit an daou glub breizhat. Ur bloavezh divlaz evit an Naonediz, ur fin dipitus evit ar Roazhoniz. Mankout a rae un dra bennak d’ar Vretoned er bloaz-mañ, anat eo. Gant ma cheñcho… Pa seller ouzh ar sifroù e vezer touellet. [...]

Naoned mod 1998

2007-07-16 » Trec’h ebet abaoe miz Du. Pal ebet en ur ober 3 c’hrogad. War-eeun d’an eil rummad ez a FK Naoned. Evit skeiñ ar speredoù ez eus bet divizet gant prezidant ar C’hlub, Rudy Roussillon, gervel steredennoù ar bloavezh…1998. Fabien Barthez en deus sinet evit bezañ diwaller palioù ar Ganaried betek [...]

Distor an Diaouled du !

2007-07-16 » Distro an “Diaouled du” ! An 21 a viz Mae 1998 zo chomet war soñj an holl a zo sot gant ar vell-droad. Ur mizvezh a-raok penn-kentañ kib ar bed e kroge skipailh broadel Breizh gant e istor. Paol ar Gwenn en deus c’hoariet e grogad diwezhañ e Roazhon, ouzh skipailh [...]

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs