Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|fr|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Tikedenn » Blog: "bedig" » Tikedenn: "taol"

Tad Lacombe Nedeleg

2007-12-27 » Bep bloaz e vez ur pikol taol-bec'h gant paotred Roazhon, nemet er bloavezhioù diwezhañ e oa...er penn-kentañ eus ar c'hampionad !   Er bloaz-mañ e oa partiet mat an traoù evit ar re ruz ha du avat. Da 3e e oant e miz Du zoken. Ur skipailh solutoc'h eget er bloavezhioù all, [...]

FK Naoned - Stad Reims : 5-0

2007-07-30 » Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur [...]

Pilpouzerezh

2007-07-25 » Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk. Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, [...]

War-raok Brest ?

2007-07-16 » Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad [...]

Derby ar Mor-Bihan gant ar Verluzed

2007-07-16 » Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb [...]

Ar SNUC : down, down, down…

2007-07-16 » Echu eo gant play-down ar Federal 1añ ha kriz an disoc’h evit paotred ar rugby e Naoned. Goude ur bloavezh hepken e 3de rummad kampionad Frañs int bet skarzhet da vare…ar c’hrogad diwezhañ. C’hoarierien Genneviliers a zo bet diouzh o brud e Naoned : dibosupl da vezañ trec’h warno. Warlene [...]

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs