Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|fr|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Tikedenn » Blog: "bedig" » Tikedenn: "tapet"

Google en deus un tamm lañs war Yahoo !

2007-07-22 » Yahoo ! en doa bet e damm berzh e 1994 p'en doa ijinet ur porched nevez, warnañ keleier ha servijoù. Abaoe avat eo bet tapet gant tarzhadenn klogorenn an internet er bloavezhioù 2000. Google zo e penn ar jeu bremañ a-drugarez d'ar bruderezh eo deuet a-benn e renerien da lakaat da vezañ [...]

Sina, trede ekonomiezh ar bed

2007-07-22 » PDK Sina a ya atav war gresk : + 11.5% evit 6 mizvezh kentañ 2006. Rak se eo aet en tu all da hini Alamagn goude bezañ tapet hini Frañs ha Rouantelezh Breizh-veur e 2005. Ne chom nemet Japn ha Stadoù Unanet Amerika a zo a-raok. An dalc'h bremañ eo gouzout pegeit e [...]

Bec'h war ar re vihan !

2007-07-16 » Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest. Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar [...]

C’hoarierien dilabour

2007-07-16 » Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud [...]

An Naonediz trec’h war an Nazeriz

2007-07-16 » Ne oa ket ret bezañ gortozet gwall bell Disul evit gouzout gant piv a yafe ar maout etre c’hoarieriern rugby ar SNUC hag re ar SNR. Splann e c’hoarie kalz gwelloc’h paotred SNUC eget an Nazeriz. Hag ar poentoù da vont da heul : 18-6 d’an ehan ! Ur souezhadenn [...]

Dek bloavezh barnadenn Bosman

2007-07-16 » Jean-Pierre Papin o sellet ouzh skipailh ar Milan AC en tribunelloù peogwir emañ Van Basten, Rijkaard ha Savisevic o c’hoari dija. Pegen pell e seblant bezañ ! N’eus nemet 10 vloaz zo kouslkoude e oa bet skubet ar reolennoù a vire ouzh ar c’hluboù da lakaat a-gevret muioc’h eget 3 [...]

An Nazeriz en eil rummad ?

2007-07-16 » N’eo ket eus mell-droad a vo kaoz amañ. Kluboù mell-droad eil-kêr Liger-Atlantel (tost 70.000 annezad dezhi) a zo en ur satd reuzeudik, pell diouzh ar CFA zoken…Sportoù-bolotenn all a zeu brav e S.Nazer koulskoude : ar volley (SNVA) hag ar rugby (SNR). Tizhet e oa bet an eil rummad gant [...]

Ur bloavezh tremen ?

2007-07-16 » Echu eo kampionad Frañs ar vell-droad 2005-2006 ha dipitus eo bet evit an daou glub breizhat. Ur bloavezh divlaz evit an Naonediz, ur fin dipitus evit ar Roazhoniz. Mankout a rae un dra bennak d’ar Vretoned er bloaz-mañ, anat eo. Gant ma cheñcho… Pa seller ouzh ar sifroù e vezer touellet. [...]

Breizhad ebet ken war Tro Europa ar Golf ?

2007-07-16 » Fañch Delamontagne zo tomm dezhañ. Goude ur bloavezh 2005 deuet bravik an traoù gantañ (68vet e renkadur Europa) emañ en arvar bras bezañ skarzhet eus Tro Europa ar Golf a zo enni ar 115vet c’hoarier gwellañ. Siwazh, F.Delamontagne eo ar 125vet hini er bloaz-mañ. Ret e oa dezhañ bezan e-touez [...]

Ur Stad Naoned breizhek met trec’het…

2007-07-16 » « Echu gant ar SNUC : ur verradenn digomprenus eo. « Stad Naoned » a zo ret ober ac’hanomp diwar vremañ ». Prezeg Kristof Nouvel, Prezidant klub rugby Naoned a zo sklaer evel lagad an naer : evit desachañ tud ouzhpenn a-benn kib ar bed e ranker mont gant ur [...]

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs