Logo NireBlog

NireBlog e yezhoù all : ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|co|fr|ja|ko|pns|tr|

Sav da Vlog evit netraMerañ ar Blog

Disoñjet az peus da c'her-tremen ?

Bruderezh » Mont e darempred

Sav da Vlog evit netra

http://.nireblog.com

Dezverkoù

Tikedenn » Blog: "fulup" » Tikedenn: "brezhoneg"

Blogañ, Blogiñ, Blogout ha Blogaouiñ

2007-06-04 » Setu, miz zo e oa bet lañset Nireblog e brezhoneg. 18 den o deus krouet ur blog war ar savenn abaoe. Laouen-bras on o welet ez eus ur gumuniezh vrezhonek oc'h en em stummañ tamm-ha-tamm en-dro d'ar blogoù ivez. Hiziv ez eus bet ur pennad war pajenn Breizh Ouest-France http://www.ouestfrance.fr/Bretagne_detail.asp?idDOC=412511&idCLA=8619 diwar-benn Nireblog. [...]

Skype

2007-05-08 » 7 miz zo em boa troet Skype e brezhoneg. Un tamm mat a vrud a oa bet da-heul. Abaoe e kendalc'han da nevesaat, difaziañ, eeunaat, bravaat, an droidigezh. Emeur gant ar stumm beta 3.2 bremañ. Da bellgargañ amañ. E-tro 200 a dud o deus pellgarget Skype e brezhoneg hag un [...]

Mailemotion

2007-05-08 » Er mintin-mañ em eus adlennet ha peurlipet troidigezh vrezhonek al lec'hienn mailemotion bet lakaet e brezhoneg gant Gael Roblin eus Skol an Emsav. Ul lec'hienn dalvoudus-kaer eo evit kas videoioù a-vras dre bostel. Ar 7vet yezh a vo kinniget mailemotion enni eo ar brezhoneg hag ar yezh distad nemeti. Un [...]

Nireblog

2007-05-07 » Setu aze ur savenn sevel blogoù aes-kenañ. Abaoe ur frapad mat e oan o klask ul lec'hienn sevel blogoù a ginnigfe un etrefas e brezhoneg. A-benn ar fin ez eus en em gavet ur c'hinnig treiñ d'an Ofis. David Gonzalez, un Euskarad anezhañ en doa savet ur savenn eus ar [...]

Kenskoazell etrebroadel

2007-05-06 » Un dra all hag a zo dispar e metoù ar meziantoù frank eo ar c'henskoazell zo etre tud eus pevar c'horn ar bed. Tud dibikous o daoulagad ha talvoudus-kaer alies a c'haller en em harpañ warno evit kas hor yezh war-raok. Soñj am eus, an den kentañ en deus ma [...]

Stlenneg ha frankiz

2007-05-05 » Ur bam eo gwelet penaos ez eo aet ar meziantoù frank war ziorren er bloavezhioù diwezhañ. Ur chañs digredus eo evit ar yezhoù evel ar brezhoneg. Ur frankiz dispar eo ivez. Ne goust tost netra ober ganto ha gallout a reer azasaat anezho en hor yezh. Kinniget e vez deomp [...]

Mont e darempred | Piv omp | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs