2008-10-03 » Anat d'an holl a lenn ar pennad-mañ am eus spi. E Breizh emañ Naoned. Ha perak e komzan deoc'h eus tabutoù politikel ken dañjerus ha se ^^? Peogwir e vimp o seniñ e Naoned d'an 18 a viz Here er Ferailleur gant Brieg Guerveno (a anavezit dija sur e sonerezh [...]
2008-06-08 » Setu tremenet mat-kenañ ar sonadeg e Lokoal Mendon. Pevare pe trede nozvezh gant ur bern strolladoù rock brezhonek, gant ma vo muioc'h mui eus ar re se.
Enrollet ez eus bet traoù hag emaomp o c'hortoz klevout an disoc'h. Ar vreudeur Mort-vivant o deus graet c'hoazh un tamm kan-ha-diskan punk...Ha war [...]
2008-05-18 » Mat an traoù ganeoc'h? Mat an traoù ganeomp goude hor sonadeg e Roazhon evit Fuck an hengoun! Seniñ gant skipailh Fiskal Bazar zo bet ur sapre plijadur, mall zo warnomp o adkavout a-benn disadorn. Bezit war al lec'h hag ho po souezhadennoù marteze ;0)) Neuze ar sonadeg da zont : [...]
2008-05-09 » Perak ur blog pa 'z eus eus al lec'hienn c'hoazh?
Feiz! Peogwir on divarrek a-grenn war ar merañ lec'hiennoù hag eo beuzet mat merour hol lec'hienn.
Diwar-se evit heuliañ a-dost buhez Lik Ha Lik eo em eus savet ar blog.
Da skouer eo aet kuit Jeff an tabouliner hag en doa sonet ganeomp [...]
2008-05-09 » Ur sonadeg gant Fiskal Bazar (Ska-Reggae Brezhonek) ha Lik ha Lik d'ar Yaou 15 a viz Mae e Roazhon er Mondo Bizarro evit 30 vloaz Diwan. Aozet eo ar festivalig-mañ "Fuck an hengoun!" e anv gant Skol Diwan Roazhon. Adalek 8e30 e krogo, 5 euro ar mont e-barzh.
Deuit niverus 'ta!
Ha [...]