Logo NireBlog

NireBlog alilingve: ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|el|eo|he|ja|ko|ku|sq|tr|ur|

Krei vian blogon senpageAdministri

Ĉu vi perdis vian pasvorton?

Reklamo » Kontakti

Krei vian blogon senpage

http://.nireblog.com

Trajtoj

Etikedo » Blogo: "bedig" » Etikedo: "cfa"

Bec'h war ar re vihan !

2007-07-16 » Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest. Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar [...]

An dounetaerien leun o rouedoù

2007-07-16 » Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 [...]

Derby ar Mor-Bihan gant ar Verluzed

2007-07-16 » Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb [...]

An Nazeriz en eil rummad ?

2007-07-16 » N’eo ket eus mell-droad a vo kaoz amañ. Kluboù mell-droad eil-kêr Liger-Atlantel (tost 70.000 annezad dezhi) a zo en ur satd reuzeudik, pell diouzh ar CFA zoken…Sportoù-bolotenn all a zeu brav e S.Nazer koulskoude : ar volley (SNVA) hag ar rugby (SNR). Tizhet e oa bet an eil rummad gant [...]

Enkadenn mell-droad Korsika

2007-07-16 » Miz Genver 2005 : daou glub er rummad kentañ, ur c’hlub e National, ur c’hlub e CFA, 6 klub e CFA 2. E pelec’h emaomp ? E Korsika ! Pa ouezer ez eus war an enezenn kement a dud hag e Naoned pe div wezh nebeutoc’h eget e Aodoù-an-Arvor, ne [...]

Kontakti | Pri ni | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs