Logo NireBlog

NireBlog alilingve: ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|el|eo|he|ja|ko|ku|sq|tr|ur|

Krei vian blogon senpageAdministri

Ĉu vi perdis vian pasvorton?

Reklamo » Kontakti

Krei vian blogon senpage

http://.nireblog.com

Trajtoj

Etikedo » Blogo: "bedig" » Etikedo: "gant"

Tad Lacombe Nedeleg

2007-12-27 » Bep bloaz e vez ur pikol taol-bec'h gant paotred Roazhon, nemet er bloavezhioù diwezhañ e oa...er penn-kentañ eus ar c'hampionad !   Er bloaz-mañ e oa partiet mat an traoù evit ar re ruz ha du avat. Da 3e e oant e miz Du zoken. Ur skipailh solutoc'h eget er bloavezhioù all, [...]

Keleier d'ar 14 a viz Kerzu

2007-12-15 » Bed : Hin : E Bali ez eus bet kavet un emglev Frañs : Echu gant troiad Kadhafi Frañs : Kresket e vo priz ar gaz eus 6% adalek ar 1añ a viz Genver

Keleier d'ar 16 a viz Du 2007

2007-11-16 » Bed : Pakistan : Benazir Bhutto dieubet Europa : Alamagn : 3e devezh an diskrog-labour war an hentoù-houarn Breizh : Koulzad brudañ dibar kaset gant Unvaniezh Demokratel Breizh evit adframmañ  rannvoioù kornôg Frañs.

Keleier d'an 28 a viz Here 2007

2007-10-28 » Diskrog-labour gant Air Frañs : war-zu ur 5vet devezh da heul ? Darfour : Pennoù an ABU a gav dezho ez eus danvez er c'hendivizoù zo bet kroget ganto. Rusia : daou strollad ouzhpenn berzhet a vont war ar renk evit an dilennadegoù er Parlamant

Keleier d'an 22 a viz Here 2007

2007-10-28 » TIzhet e oa bet pikern an tireoul e 2006 hervez ur studiadenn graet gant Energy Watch Group. Diwar vremañ ez afe war zigresk ar pezh a chom eus an tireoul er bed a-bezh, -3% bep bloaz.

Keleier d'ar 26 a viz Here 2007

2007-10-28 » Derby breizhat, eil tro (d'ar 27 a viz Eost e oa bet Naoned-Brest) : trec'het eo bet skipailh Brest adarre, ar wezh-mañ gant hini Gwengamp (0-1)

Keleier d'an 23 a viz Here 2007

2007-10-23 » Kalifornia : ur 650 bennak a diez distrujet gant an tan Nicolas Sarkozy e Maroko : ur raktres kendiviz meur e 2008 etre Europa hag Afrika diwar-benn an enbroañ Amprouadennoù ADN : Kannaded ha senedourien Frañs o vont da votiñ raktres Brice Hortefeux Nukleel : Emgav e Roma etre Javier [...]

Keleier d'an 19 a viz Here 2007

2007-10-23 » Goude un diskrog-labour istorel e chom rannet ar sindikadoù evit ar pezh zo d’ober goude Ar sindikadoù a oa chomet rannet Digwener war ar mod d’en em harpañ war ar berzh istorel a oa bet gant diskrog-labour Diriaou en SNCF, RATP pe EDF-GDF evit klask lakaat ar gouarnamant da fiñval [...]

Keleier d'ar 17 a viz Here 2007

2007-10-17 » Turkia : digoret an hent gant ar Parlamant evit kas tagadennoù a-enep ar PKK en Irak FMI :un hanter boent nebeutoc'h a gresk a vo er bed a-bezh abalamour d'an enkadenn ekonomikel UIMM : Cathy Kopp a dapo plas Gautier-Sauvagnac

An Oriant - Monaco : 2-1

2007-08-14 » Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"... E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus [...]

Muioc'h a internet en Afrika

2007-08-14 » Betek-henn ne oa nemet ur fun da gas an internet en Afrika. Eus Portugal ez ae betek kornôg Afrika. Rak se n'eus ket muioc'h eget 4% eus an Afrikaned a zo kevreet ouzh an internet evit poent. Cheñchamant a vo : ur fun nevez zo war sevel, eus tu ar reter ar [...]

FK Naoned - Stad Reims : 5-0

2007-07-30 » Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur [...]

Pilpouzerezh

2007-07-25 » Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk. Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, [...]

Google en deus un tamm lañs war Yahoo !

2007-07-22 » Yahoo ! en doa bet e damm berzh e 1994 p'en doa ijinet ur porched nevez, warnañ keleier ha servijoù. Abaoe avat eo bet tapet gant tarzhadenn klogorenn an internet er bloavezhioù 2000. Google zo e penn ar jeu bremañ a-drugarez d'ar bruderezh eo deuet a-benn e renerien da lakaat da vezañ [...]

Bec'h war ar re vihan !

2007-07-16 » Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest. Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar [...]

Rubgy…7 !

2007-07-16 » Ar rugby XV hag ar rugby XIII a zo anavezet mat. N’eo ket ken brudet ar rugby VII avat. E-keit ma oa skipailhoù Pariz ha Biarritz o c’hoari da-geñver gourfenn kampionad ar rugby XV Disadorn tremenet e oa skiplaihoù gwellañ ar bed ar rugby 7 e Frañs. Berroc’h pad ar [...]

War-raok Brest ?

2007-07-16 » Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad [...]

C’hoarierien dilabour

2007-07-16 » Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud [...]

Ar « Breizh Team »

2007-07-16 » Sell’ta ! Ur sport bennak a vefe ur skipailh breizhat dezhañ evit mont da gevezhiñ ouzh broioù all ? Eus peseurt sport zo kaoz ? Mell-droad, rugby, marc’h-houarn ? N’eo ket. Lesanv nevez skipailh basket Brest an hini eo ! Hag ez eo gwir eo deuet a-benn paotred An « [...]

Estreget Glasgow a zo !

2007-07-16 » Rangers pe Celtic ? Celtic pe Rangers ? Abaoe 20 vloaz , n’eus ket kalz a souezhadennoù e bro-Skos : gant unan eus daou glub Glasgow ez a ar maout e Scottish Premier League. Randonus an traoù. Na petra a c’hoarzvez er bloaz-mañ enta ? Goude 7 krogad ne weler [...]

Kontakti | Pri ni | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs