Logo NireBlog

NireBlog alilingve: ar|ast|br|ca|cy|de|en|es|eu|gl|oc|pt|pt_br|ru|zh|el|eo|he|ja|ko|ku|sq|tr|ur|

Krei vian blogon senpageAdministri

Ĉu vi perdis vian pasvorton?

Reklamo » Kontakti

Krei vian blogon senpage

http://.nireblog.com

Trajtoj

Etikedo » Blogo: "bedig" » Etikedo: "graet"

Keleier d'an 22 a viz Here 2007

2007-10-28 » TIzhet e oa bet pikern an tireoul e 2006 hervez ur studiadenn graet gant Energy Watch Group. Diwar vremañ ez afe war zigresk ar pezh a chom eus an tireoul er bed a-bezh, -3% bep bloaz.

An Oriant - Monaco : 2-1

2007-08-14 » Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"... E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus [...]

50.000 den er Baol-skoubleg

2007-07-16 » 18vet triatlon ar Baol-Skoubleg en deus graet berzh-spontus. Muioc’h a dud eget ar pezh a c’hell bezañ e n’eus forzh peseurt stad e Breizh o deus arvestet ouzh un abadenn a zo padet 2 eur…evit ar re wellañ. Soñjit’ta : 1,5 km war neuial, 40 km war varc’h-houarn ha [...]

Digoret ar merkato !

2007-07-16 » Setu aze : kroget eo gant eil prantad an tuta c’hoarierien nevez evit eil lodenn kampionad ar vell-droad. E gwirionez e talvezo ar c’hevratoù nevez adalek ar 1añ a viz Genver hepken met ar sinadurioù kentañ a zo graet dija. Gant ar Ganaried eo aet an hini kentañ. Pell zo [...]

Hingins : an distro

2007-07-16 » N’eo ket ofisiel c’hoazh met graet eo he soñj ganti. Goude 3 bloavezh ehan a gave da lod ez aent d’ober ul leve ez eo distro Martina Hingis. An hini yaouankañ e oa bet o vont da benn ar renkadur WTA (16 vloaz ha 6 miz hepken !) met ret [...]

Derby ar Mor-Bihan gant ar Verluzed

2007-07-16 » Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb [...]

Avel a-du gant « Produet e Breizh » !

2007-07-16 » 13 embregerezh a yae d’ober « Produet e Breizh » pa c’hanas ar gevredigezh e 1995. Da vare e emvod-meur diwezhañ en Oriant d’ar 17 a viz C’hwevrer e oa laouen ar prezidant Xavier Leclerq oc’h embann e oa 175 ezel bremañ. Diwar enkadenn an embregerezhioù gounezvouedel e oa bet [...]

Kenavo Landreau !

2007-07-16 » Gitonioù e-leizh a oa er Beaujoire disadorn : « Trugarez Mika », « Mika, karet out ganeomp », « Dibradenn an niv.1 »… Eya, goude 333 c’hrogad gant an FCN e c’hoarie Mikael Landreau evit ar wezh diwezhañ er Beaujoire. From d’an dud en deus graet e-pad e dro a [...]

Breizhad ebet ken war Tro Europa ar Golf ?

2007-07-16 » Fañch Delamontagne zo tomm dezhañ. Goude ur bloavezh 2005 deuet bravik an traoù gantañ (68vet e renkadur Europa) emañ en arvar bras bezañ skarzhet eus Tro Europa ar Golf a zo enni ar 115vet c’hoarier gwellañ. Siwazh, F.Delamontagne eo ar 125vet hini er bloaz-mañ. Ret e oa dezhañ bezan e-touez [...]

Hellfest

2007-07-12 » D'an 22-23-24 a viz Mezheven e oa bet an Hellfest e Klison, Su-Breizh, 30 kilometr eus Naoned. Petra eo an Hellfest ? Unan eus festivalioù brasañ Europa evit ar sonerezh metal. Tost 40.000 den zo bet er bloaz-mañ... Me a oa bet eno d'an 22/06. Ur soñj dispar am eus dalc'het eus [...]

Kontakti | Pri ni | Nireblog Planet
NireBlog Multilingual Blogs